Lynch
Lynch zo un anv-tiegezh saoz hag iwerzhonat. E-touez an orinoù liesseurt a zo staget ouzh an anv-se e kaver an anv norman de Lench koulz e Bro-Saoz hag e Bro-Iwerzhon. En Istor en deus strewet un niver bras a ziskennidi eus ar familhoù Lynch-se en Europa hag er Bed Nevez.
An orinoù saoz
kemmañE Bro-Saoz e teu an anv pe eus an anv norman de Lench pe eus an anv hlinc eus Kent (o talvezout 'Torgenn').
Ur familh Lynch a oa genidik eus Cranbrook e Kent hag e oa en em staliet e mare an tiegezh Tudor e "The Groves" en ur gêriadenn anvet Staple e-kichen Canterbury e Kent (distrujet e voe an ti e 1843 pa varvas Lady Lynch). Douaret eo al lodenn vrasañ eus ar familh en iliz Staple. Menegomp e-touez e izili :
- Simon Lynch, ozhac'h "The Groves" e Staple hag ezel eus ar Parlamant evit Sandwich (1495-1573),
- Sir Thomas Lynch, gouarnour Jamaika vreizhveuriat,
- John Lynch, dean hag arc'hdiagon Iliz-veur Canterbury, ozhac'h "The Groves" e Staple, dimezet gant ur verc'h da William Wake, arc'heskob Canterbury,
- William Lynch, ozhac'h "The Groves" e Staple, diplomat, dastumer arz hag ezel eus ar Parlamant evit Canterbury.
An orinoù iwerzhonat
kemmañStumm saoznekaet anv meur a familh iwerzhonat eo Lynch, en o zouez :
- Ó Loingsigh, hag a dalv "diskennad eus Loingseach", saoznekaet e Lynchy, Lynskey ha Lindsey
- Mac Loingsigh – Clynch, Lynch, Mac Glinchy, MacClintock, McClinton
- Mac Loingseacháin – Lynchseanaun, Lynch
- de Lench, un anv saoz-norman, hag a zeuas da vezañ unan eus 14 Meuriad Galway, marc'hadourien c'halloudus eus Galway. Semper fidelis e oa ger-stur ar familh pinvidik-se, ha Patrick Lynch, da skouer, hag a zeuas da vezañ ur perc'henn douar en Arc'hantina, a zeu anezhañ.
Tud
kemmañ- Charles Lynch (1736–1796), barner eus Virginia, den al Lezenn Lynch,
- William Lynch, ur barner all eus Virginia,
- Liam Lynch (Liam Ó Loingsigh en iwerzhoneg, 1893-1923), jeneral e-pad brezel dizalc'hidigezh ha brezel diabarzh Iwerzhon,
- David Lynch (g. e 1946), filmaozer stadunanat,
- Ross Lynch (g. e 1995), aktour ha kaner stadunanat.
Lec'hanvadurezh
kemmañRoet eo bet an anv Lynch da veur a lec'h :
A bep sert
kemmañ- Merrill Lynch, bank postañ stadunanat