M16 (fuzuilh)
An M16 eo abaoe ar bloavezhioù 1960 ar fuzuilh-arsailh implijetañ gant al lu stadunanat, a ra gant e stummoù M16A4 hag M4A1 hiziv-an-deiz dreist-holl. Diazezet eo war an AR-15 savet e dibenn ar bloavezhioù 1950. E 81 vro e vez implijet an M16.
M16 (fuzuilh) | |
---|---|
Eus an nec'h d'an traoñ : fuzuilhoù-arsailh M16A1, M16A2, M4A1 hag M16A4 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Doare | Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, korzenn |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO |
Mare implij | Abaoe 1959 |
Implijet e | Brezel Vietnam, Aloubadeg Grenada gant Stadoù-Unanet Amerika, Aloubadeg Panama gant Stadoù-Unanet Amerika, Brezel Afghanistan (1979-1989), Brezel ar Pleg-mor, Brezel Afghanistan (2001-2021), Brezel Irak ha kalz brezelioù all |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 2,89 ha 3,77 kg |
Mas (karget) | Etre 3,42 ha 4,47 kg |
Hirder | Etre 986 ha 1.007 mm |
Hirder ar c'hanol | 508 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 550-800 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 960 m/s |
Lusk-tennañ | 700-900 tenn/mn |
Endalc'h | Karger fiñv 20, 30, 40, 60 pe 100 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Istor
kemmañAn AR-15 a oa bet savet gant an embregerezh armoù Armalite e 1958. Dre ma oa diaes da werzhañ anezhañ d'an arme e voe gwerzhet brevedoù Armalite d'an embregerezh Colt. D'ar poent-se e rae an arme stadunanat gant ar fuzuilh M14 kambret e 7,62 × 51 mm, met merzout a reas he doa ezhomm da gaout un arm dezhañ ur c'halibr izeloc'h. Colt a gemmas un tamm an AR-15, ha kinnig a reas anezhañ da rannoù zo eus an arme e 1959. Goude amprouennoù, an embregerezh a resevas un urzhiad a 8.000 fuzuilh evit soudarded ar Strategic Air Command e 1960.
Servijoù ijin lu ar Stadoù-Unanet a c'houlennas 1000 anezho ouzhpenn e 1962, da vezañ kaset da lu Viêt Nam ar Su evit seveniñ un taol-arnod gwirion meur. An amprouenn-se a zegasas nebeut a geleier mat abalamour da zarvoudoù-tennañ stank, met ur wech renket ar c'hudennoù e tiskouezas an M16 bezañ un arm fiziapl[1]. Savet e voe un urzhiad a 85.000 XM16E1 e 1963 da derkañ troadegiezh al lu amerikan ha 19.000 M16 evit an aerlu. Adal 1964 e voe degemeret an M16 da arm ofisiel an aerlu amerikan, hag adal 1967 evit an droadegiezh, dindan an anv M16A1. Colt a resevas e 1966 un urzhiad a 850 000 fuzuilh-arsailh M16.
Stummoù all eus an M16
kemmañE 1980 e voe lakaet war ar marc'had ur stumm kemmet anvet M16A2, e-lec'h ma voe dilezet ar mod aotomatek evit ur mod-tennañ damaotomatek ennañ tennadegoù tri zenn[1]. Ur stumm M4A1, berroc'h e ganol, a voe deveret eus an M16A2 evit pourvezañ da gentañ ar soudarded ne oant ket sanset bezañ war an dachenn-emgann. Implijet e voe en arme adalek 1994. E 1996 e voe kinniget e zaou adstumm diwezhañ : an M16A3, implijet gant an US Navy hepken, dezhi ur mod aotomatek adarre, hag an M16A4, dezhi ur reilh Picatinny hag un dornikez a c'haller tennañ, a zo deuet da vezañ adstumm standart nevez an arme stadunanat[2].
Perzh e brezel Viêt Nam
kemmañKeñveriet e vez alies, hag en un doare disprizius, an M16 gant an AK-47 soviedel. Lavaret e vez e vefe bet kollet Brezel Viêt Nam dre wall an M-16 [3][4], ar pezh a zo droch avat rak kollet eo bet Brezel Afghanistan gant URSS daoust da implij an AK-47.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Keñveriadenn an AK-47 gant an M16 , Discovery Channel, 22/12/2010
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 152
- ↑ (en) POPENKER Maxim, The M4 carbine and M4A1 carbine (USA), Modern Firearms (lennet d'ar 17/10/2024)
- ↑ (en) ORKAND Bob, DURYEA Lyman, Misfire. The Tragic Failure of the M16 in Vietnam, Stackpole Books, 2019, 268 p.
- ↑ (en) MIZOKAMI Kyle, Is the M16 Rifle a Big Reason America Lost the Vietnam War?, The National Interest, 16/07/2020 (lennet d'ar 17/10/2024)