M1917 (revolverioù)

Ar Model 1917, pe M1917, zo anv ofisiel en arme stadunanat daou revolver damheñvel produet gant Colt ha Smith & Wesson hag implijet da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Revolverioù M1917
Skeudenn ar pennad M1917 (revolverioù)

Ur revolver Colt M1917
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA)
Munisionoù .44 Magnum (kenderez gant munisionoù .44 Special)
.45 Colt
Produerien Colt's Manufacturing Company
Smith & Wesson
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,140 kg (stumm Colt)
1,050 kg (stumm Smith & Wesson)
Hirder 270 mm
Hirder ar c'hanol 140 mm
Perzhioù all
Endalc'h Taboulin 6 kartouchenn, karget gant klipoù hanterloar (evit ar .45 ACP)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar bistolenn Colt M1911 a oa arm-dorn standart an U.S. Army e 1917, pa zivizas ar vro kemer perzh er brezel. Met ne veze ket produet a-walc'h anezhe evit reiñ d'an holl soudarded, ha divizet e voe lakaat produiñ revolverioù ivez, kambret e .45 ACP evel ar Colt M1911 evit aesaat ar pourveziañ. Armoù dezhe ur blatinenn un-ober ha daou-ober hag un daboulin 6 kartouchenn e oant. 5,5 meutad (140 mm) a rae o c'hanol[1].

 
Smith & Wesson Model 1917

Stumm Smith & Wesson

kemmañ

Deveret e voe eus ar .44 Hand Ejector New Century e 1916, pa gomprenas an embregerezh e oa ar Stadoù-Unanet war-nes antreal er brezel[1]. Savet e voe diwar ur c'henlabour gant arsanailh-Stad Springfield. Abalamour ne oa bourled ebet gant ar c'hartouchennoù .45 ACP e voe ret ouzhpennañ d'an arm daou glip dezhe stumm un hanterloar evit gellet derc'hel anezhe en daboulin. A-drugarez d'ur rizenn war vord pep kambr eus an daboulin e c'halle bezañ enlakaet kartouchennoù enne hep klip ebet, met n'hallent ket bezañ tennet gant an distrinker[2]. Ar revolver a gendalc'has da vezañ produet goude ar brezel betek 1949, gant un troc'h da vare an Eil Brezel-bed. E soñj e oa an embregerezh paouez gantañ e 1937, met 25.000 skouerenn a voe urzhiet er bloaz-se gant gouarnamant Brazil[1]. Ouzhpenn 200.000 skouerenn eus ar Smith & Wesson M1917 a voe produet en holl[3].

 
Colt Model 1917

Stumm Colt

kemmañ

Un tamm ponneroc'h e oa ar stumm produet gant Colt (ur c'hant gram bennak ouzhpenn)[4]. Deveret e oa eus ar Colt New Service. Ne oa rizenn ebet war vord ar c'hambroù evel war stumm Smith & Wesson[2], met war-bouez d'un nebeud elfennoù diavaez all e oa heñvel an daou stumm[5]. War-dro 151.000 skouerenn eus ar Colt M1917 a voe pourveziet d'an arme stadunanat[6].

Gwelet ivez

kemmañ
  • ar c'hartouchennoù .45 Auto Rim zo bet savet e 1920 evit bezañ implijet er Model 1917 hep klip ebet

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) TAYLOR Chuck, The .45 Auto Rim (diell, lodenn 1), Guns Magazine, miz Gwengolo 2000 (lennet d'an 11/01/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Smith & Wesson 1917, Arme et Passion (lennet d'an 11/01/2025)
  3. (en) VENTURINO Mike, WWI Classic Returns - Smith & Wesson Model 1917 .45 ACP, Guns Magazine (lennet d'an 12/01/2025)
  4. (fr) Colt 1917, Arme et Passion (lennet d'an 11/01/2025)
  5. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 80
  6. (fr) ALVES Éric, Colt 1917, Seconde Guerre.net (lennet d'an 12/01/2025)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan