MIT Press
An MIT Press zo un ti-embann skolveuriek liammet ouzh ar Massachusetts Institute of Technology (MIT) e Cambridge, Massachusetts (Stadoù-Unanet Amerika).
Orin an MIT Press a zo er bloavezh 1926 pa voe embannet gant an MIT un heuliad lennadurioù anvet Problems of Atomic Dynamics diwar prezegennoù roet gant ur fizikour alaman deuet da vezañ Priz Nobel, Max Born.
6 vloaz war-lerc'h, e 1932, e oa bet savet un ti-embann gwirion gant an MIT. Anvet e oa Technology Press. An ti-embann a oa bet savet gant James R. Killian, Jr., hag a oa pennrener kazetenn skolidi an MIT d'ar mare-se hag a voe prezidant ar skol goude-se.