Maínis
Maínis (Mweenish Island e saozneg) zo un enezenn en aod kreisteiz Conamara, e kontelezh Gaillimh, stag ouzh an douar-bras war-bouez ur pont. Un toullad tud zo o vevañ en enezenn, iwerzhonegerien anezho.
Brudet eo Maínis abalamour ma’z eo kavell ar bigi anvet "Galway hookers" pe "Húicéirí na Gaillimhe", bigi a c’hiz kozh gant gouelioù ruz a oa bet darbet dezho mont diwar wel en XXvet kantved hag a oa bet saveteet er bloavezhioù 1970. Gant unan eus ar bigi-se, ar Saint Patrick, savet e Maínis e 1906, e oa bet moraerien o vont betek Amerika e 1986 ha betek Svalbard e 1990[1]. Gwechall e vezent implijet d’ober kenwerzh a-dreuz Bae Gaillimh, da gas taouarc'h eus Conamara da skouer.
Notennoù
kemmañ- ↑ Mont a reas ar Saint Patrick d’ar strad dirak aod kontelezh Korkig, e 2003