Maariv
Maariv (מַעֲרִיב hebraeg a dalvez An abardaez) a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet en Israel. Ment un tabloid a zo dezhi. An eil kazetenn gwerzhet ar muiañ er vro eo goude Yedioth Ahronoth, hag an trede hini a-fet niver a lennerien, goude Israel HaYom. En un enklask kaset gant TGI ma keñverier sifroù dibenn 2009 ha re dibenn 2009 e lenner ez eo digresket un tammig gwerzhañ Maariv (eus 13,8% da 13,6%)[1] Yoav Tzur eo a zo e penn ar gazetenn, kemer a reas lec'h Doron Galezer ha Ruth Yuval hag a guitaas ar gazetenn abalamour ma veze krennet he budjed.[2]
Ouzhpenn ar gazetenn bemdeziek hag ar stagadennoù ez eo Maariv un embregerezh kelaouiñ perc'henn war gazetennoù lec'hel, ur skourr magazinoù, hag ul lec'hienn internet damzistag anvet NRG, ma kaver lod brasañ pennadoù ar gazetenn.
Stagadennoù
kemmañ- War ar sizhun:
- "Ar magazin" (displeg politikerezh ha savboentoù, yec'hed, sevenadur, gerioù-kroz, dudi, programmoù skinwel ha skingomz)
- Arc'hanterezh
- Sportoù
- Da Veurzh
- Magazin stil-er gêr
- Da Verc'her
- Magazin stil-giz
- Da Wener
- Musaf Shabat (dielfennañ ha displegoù politikel, burutelladennoù levrioù, fent)
- Sofshavua (magazin an dibenn-sizhun)
- Promo (sevenadur ha dudi, programmoù skinwel ha skingomz)
- Asakim (arc'hanterezh)
- ur gazetenn sizhuniek lec'hel, diouzh ar rannvroioù
Notennoù
kemmañ- ↑ http://www.globes.co.il/serveen/globes/docview.asp?did=1000534102&fid=942 TGI survey shows "Globes" only paper to grow Li-Or Averbuch, 27 a viz Genver 2010, Globes
- ↑ יואב צור מונה לעורך עיתון מעריב| url=https://web.archive.org/web/20090611055522/http://www.nrg.co.il/online/1/ART1/900/528.html nrg Maariv