Maen ar Boudiged
Maen ar Boudiged (La Roche-aux-Fées e galleg) a zo ul liac'hven en Ezieg, e gevred Bro-Roazhon.
MONUMANT ISTOREL |
---|
47°56′11″ N – 1°24′17″ K |
Mojennoù
kemmañHervez ar vojenn e vije bet savet gant boudiged hag an hini a zistrujje anezhi a varvje e-kerzh ar bloaz. Degaset o dije ar vein eus pemp kilometr alese en o zavañjeroù.
Evit ar re yaouank a fell dezho dimeziñ ez eo maen ar boudiged un doare da c'houzout hag-eñ int graet an eil evit egile. Graet e vez tro ar savadur en ur gontañ an niver a vein. Mont a ra ar paotr dre an tu dehou, hag ar plac'h dre an tu kleiz, ha kontañ a ra pep hini an niver a vein. Pa'n em gav an eil a-dal d'egile goude graet an dro e vez keñveriet ar c'hontoù:
- m'o deus kavet ar memes niver : mat-kenañ e vo an traoù evito ;
- ma'z eus un diforc'h a zaou : mat a-walc'h e vo an traoù ;
- un diforc'h brasoc'h eget daou : gwell eo dezho dispartiañ.
-
Tresadenn e 1834.
-
Gwel diouzh a-us