Magdalena Sibylla von Hessen-Darmstadt
Magdalena Sibylla von Hessen-Darmstadt (1652-1712) a oa dugez Württemberg, ha rejantez an dugelezh goude marv he fried, etre 1677 ha 1693. Brudet e oa ivez evel saverez kantikoù.
He buhez
kemmañGanet e oa e Darmstadt. Merc'h e oa da Ludwig VI von Hessen-Darmstadt ha da Marie Elisabeth von Schleswig-Holstein-Gottorf (1634-1665) .
Mervel a reas he mamm pa oa bihan ha savet e voe e lez Sveden gant he moereb, Hedvig Eleonora av Holstein-Gottorp, rouanez Sveden, er relijion brotestant.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa d'an dug Wilhelm Ludwig (Württemberg) Pa intañvezas e voe rejantez evit he mab Eberhard Ludwig ( 1677-1733), a-gevret gant he breur-kaer Friedrich Karl von Württemberg-Winnental, marvet divab.
He bugale
kemmañ- Eleonore Dorothea (1674-1683)
- Eberhardine Luise (1675-1707)
- Eberhard Ludwig (1676-1733), Dug Württemberg
- Magdalene Wilhelmine (1677 - 1742), dimezet da Karl Wilhelm von Baden-Durlach