Magna Graecia
|
Magna Græcia, pe ἡ μεγάλη Ἑλλάς / hê megálê Hellás e gregach, pe Hellaz Veur e brezhoneg, eo an anv a veze graet, en Henamzer, eus kreisteiz ledenez Italia hag eus Sikilia. Hiziv e vije Campania, Calabria, Basilicata, Puglia ha Sikilia. Tud zo ne lakaont ket Sikilia e Hellaz Veur avat, ha trevadennoù hellazat e toleadoù zo eus Italia ne oant ket en Hellaz Veur.
- Douar Italia neuze
a oa Hellaz Veur. Ovidius, Fasti, IV.