Maketenn
Ur vaketenn, pe lunell, zo un doare da skeudenniñ, en un doare klok pe diglok, ur sistem pe un objed bennak (a zo anezhañ pe a fell d'an nen sevel), evit klask anezhañ, kadarnaat e dresoù pe gwiriañ hag-eñ ez aio mat en-dro. Gallout a ra bezañ savet c'hoazh evit c'hoari, ober un dastumadeg pe evit displegañ traoù d'an dud.
Gallout a ra bezañ savet e daou pe tri ment, diwar ur skeul resis, brasoc'h pe vihanoc'h diouzh an ezhommoù, gant ma vo aesoc'h gwelet ha daouarnañ. Gallout a ra chom difiñv pe bezañ gouest da fiñval (evel un oto pell-urzhiet).
Un doare maketenn all eo ar patrom bihanaet, da lavaret eo un dastumad pezhioù evit adsevel er gêr un objed bennak (otoioù, bigi, kirri-nij...).