Malac'hi pe Malaki[1] (en Hebreeg: מַלְאָכִי ; e gresianeg : Μαλαχίας)[2] a zo unan eus an daouzek profed "bihan" eus an Tanac'h. Talvezout a ra e anv kement a "ma c'hannad". Diouzh danvez e skrid (Levr Malac'hi) e c'heller tennañ e vevas en ur mare tost da hini Hagai ha Zec'haria, un tamm diwezhatoc'h moarvat, en amzer Nehemia hag Ezra, war-dro ar bloaz 430 kent JK rak adsavet e oa an Templ[3].

Kemeneven Chapel Itron Varia Kergoad, gwerenn-livet, Malac'hi war an tu dehoù

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 826
  2. kavet e vez e saozneg ar stummoù Malachi, Malachias pe Malache
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 263