Manati Montserrat
Santa Maria de Montserrat zo ur manati beneadat e Menez Montserrat, e Katalonia, e kumun Monistrol de Montserrat (e komark Bages, e proviñs Barcelona), 720 m uheloc'h eget ar mor. Un arouez broadel eo evit ar Gatalaned hag ul lec'h pirc'hirinañ eo evit ar gatoliked, ul lec'h gweladenniñ evit an douristed.
Er bloavezhioù 1970 e oa ul lec'h enebiñ ouzh gouarnamant spagnol Franco hag ar faskouriezh.