Ur vaneg zo ur pezh dilhad da wiskañ an dorn. Lakaet e vez manegoù da dommañ an daouarn, pe da ziwall anezho pa reer labourioù zo. Manegoù a vez gwisket ivez e krogadoù emzornata.

Ar ganerez maneget (La chanteuse au gant), gant Edgar Degas.
Murlivadur e Knossos: paotred yaouank oc'h en em gannañ, manegoù ganto.
Manegoù gloan

Gwisket e vez ivez manegoù gwenn evit lidoù gant merc'hed zo.


Manegoù TotalAozañ

Pa oa bet taolet loustoni al lestr Erika gant eoul Total e c'halle kumunioù an arvor prenañ manegoù da naetaerien an aodoù. Peurvuiañ e oant manegoù graet gant Total.