Manga (bannoù-treset)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Bannoù-treset e talvez Manga (漫画) e japaneg. E brezhoneg ez eo ul levr bannoù-treset warni levezon Japan. Ger-ha-ger e talvez skeudenn dister. « Tresadenn » e talvez 画 ga ha « dudius » e talvez 漫 man.

Manga (bannoù-treset)
comic format, comic genre, tachenn obererezh
Iskevrennad eusComic Kemmañ
Rann eusanime and manga Kemmañ
Anv er yezh a orin漫画 Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Hashtagmanga Kemmañ
Istorhistory of manga Kemmañ
Pleustret gantMangaka, manga editor Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://japanese.stackexchange.com/tags/manga Kemmañ
Ur skouer eus un dresadenn en ur manga.

E 1814 e oa al livour Hokusai o klask ur ger evit ar skeudennoù ardoù e oa krog da dresañ. A-benn ar fin e reas "raktresadennoù graet buan-ha-buan" anezho pe c'hoazh « skeudennoù dizampart », da lavaret eo manga e japaneg.

Mangaka e vez graet eus an dresadennerien manga.

En tu-gin e-keñver ar boas a zo er C'hornôg da lenn ar bannoù-treset e vez savet ar mangaioù : eus an tu-dehou d'an tu-kleiz (memes tra evit al lagadennoù) da lavaret eo e vez miret an urzh-lenn diouzh mod japan. Lod eus an embannerien a zibab eilpennañ pep tra evit an Europiz met koustañ a ra ker dezho.

Evit poent ez eus ur manga e brezhoneg : An Neñva an hini eo, bet embannet d'an 20 a viz Here 2006 gant an ti-embann Toki ha lakaet e brezhoneg e Naoned.

Istor ar mangaioù

kemmañ

Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar bannoù-treset. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar bloavezhioù 1940 e voe « Norakuro » (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant Tagawa Suiho « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant Shimada Keizo. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.

Goude 1945

kemmañ

Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar vangakaed gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vras er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant Walt Disney ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : Tezuka Osamu an hini eo.

Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an trouzadelloù a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas talennoù ha kouchadurioù a bep eil evel ma vez er sinema. Diouzh hengoun ar c’hoariva e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e 1963 e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « Astro ar robot bihan ».

A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe c’hoarioù-video a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.

Pelloc’h ez eas Tezuka ganti avat : gant rummoù a bep seurt e pledas ha dreist-holl gant ar re graet evit ar vugale. Rummoù nevez da vat a zeuas gantañ zoken er bloavezhioù 60 : mangaioù evit an dud deuet da lavaret eo danvezioù siriusoc’h dezho bouetet gant senarioioù kemplesoc’h. Fent a chomas gantañ avat ha ne zisoñjas ket e vennozhioù dengaour, a-enep al lu hag e aon rak ur gevredigezh dindan beli ar skiantoù.

Dre se ez eus a bep seurt managioù bremañ ha berzh a reont : un drederenn eus an tennadennoù hag ur c’hard eus gounidoù an embann ez a d’ober e Japan.

E 1985 ez eas priz sevenadurel Tôkyô gant Tezuka Osamu. E 1990, ur bloavezh goude e varv, e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ gant Mirdi arzoù modern Tôkyô. Dre se eo aet ar mangaioù e istor sevenadurel japan da vat.

Teknikoù dibar

kemmañ
 
Mod da lenn ur manga.

Gwenn-ha-du e vez ar mangaioù peogwir e vezont embannet e kelaouennoù marc'hadmat, war baper adaozet. E liv e c'hell bezañ pajennoù kentañ ar gelaouenn (evit lakaat ur rumm bennak war wel). Se zo kaoz e c'heller gwelet pajennoù e liv e kreiz mangaioù zo (deuet diwar un embann kentañ en ur gelaouenn).

Ne vez ket ken difiñv an tresadennoù hag e bannoù-treset ar C'hornôg. Troc'hoù heñvel ouzh re ar sinema a vez er mangaioù. Daoulagad bras a vez d'an tudennoù ha rak-se e c'heller lakaat o santadoù muioc'h war wel. Alies-kaer e vez eztaolet ar souezh dre lakaat an dudenn da gouezhañ en he led da skouer. Er manga City Hunter (brudet e Frañs dindan anv Nicky Larson) e komprener ez a Kaori (Laura) e fulor pa weler he fenn-bazh o tont war wel a daol trumm hag hi da flastrañ hec'h enebourez...


Trouzadelloù a vil vern a vez ivez, koulz evit ar jestroù, an oberoù pe ar soñjoù. E japaneg ez eus ur bern anezho : niko niko eo hini ar mousc'hoarzh, shiiin hini an didrouz pe pika pika (ha diwar se an anv Pikachu) evit ar strinkellikat.

Er mangaioù graet evit ar re yaouank e vez furigana ouzhpenn d'ar c'hanji, arouezennoù sinaek pe sinogrammoù, evit aesaat al lenn.

Seurtoù mangaioù

kemmañ

E Japan ez eus a bep seurt luskoù embann d'ar mangaioù : bep sizhun pe bep trimiziad. Dre chabistroù 20 pajenn dezho e vezont embannet. Livioù disheñvel a c'hell diforc’hañ ar seurtoù mangaioù a zo en ur magazin. A bep seurt furmad a zo dezho ivez : un nebeud pajennoù pe un daou-ugent bennak anezho (evit reiñ lañs d'un heuliadenn nevez da skouer).

Setu amañ un nebeud kelaouennoù sizhuniek : Shōnen Jump (Shueisha), Shōnen Magazine (Kodansha), Shōnen Sunday (Shogakukan).

Betek 400 pajenn a c'hell bezañ dezho.

Diouzh rummadoù tud eo ar c’hellaouennoù manga :

  • Kodomo, evit ar re yaouankañ
  • Shōnen, evit ar grennarded
  • Shôjo, evit ar c'hrennardezed
  • Seinen, evit an dud deuet, paotred yaouank anezho
  • Josei, evit an dud deuet, merc'hed yaouank anezho
  • Shôjo-ai, istorioù karantez etre maouezed
  • Shôjo-yuri, istorioù reizh etre maouezed
  • Shônen-ai, istorioù karantez etre paotred
  • Shônen-yaoi, istorioù reizh etre paotred.
  • Seijin, evit an dud deuet, paotred anezho
  • Redisu, evit an dud deuet, merc’hed anezho

Un nebeud rummoù dibar a zo ivez :

  • Dôjinshi, produerezh amatour, tresadennoù gosisus
  • Yonkoma, manga peder log dezho
  • Gekiga, manga dramaek ar 60-70
  • Ecchi (H), manga erotek
  • Hentai, manga pornografek
  • Moé, manga troet gant ur santad ouzh un dudenn
  • Suiris, manga troet gant ar muntroù
  • Jidaimono, manga troet gant an istor

Dre o anv brezhonek : Roll ar mangaioù, dre o anv brezhonek, all | A | B | C | D | E | F | G | H | I | J | K | L | M | N | O | P | Q | R | S | T | U | V | W | X | Y | Z

Dre o zitl orin :

- - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - - -

Embannerien mangaioù e Frañs

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける