Manifestadeg an 13 a viz Meurzh 2021 evit ar brezhoneg

Ur vanifestadeg a oa bet aozet d'an 13 a viz Meurzh 2021 e Kemper evit difenn ar brezhoneg[1]. 5000 a dud (e-tro 1000 a vugale) a oa bet o tibunañ e Kemper da c'houlenn ma vefe lakaet da dalvezout ur Steuñv Marshall evit ar brezhoneg. An dud a oa bet bodet war ar blasenn Laenneg, dirak an ti-kêr, a-raok dibunañ e kêr.

Ar galv a oa bet aozet gant Diwan, Divyezh, Divaskell (Dihun), Kelennomp!, SNEF-FSU ha CFDT-FEP DIWAN.

Kalzig politikourien a oa deuet evel Isabelle Assih, maerez Kemper ; Nathalie Sarabezolles, prezidantez kuzul-departamant Penn-ar-Bed ; Loïg Chesnais-Girard, prezidant kuzul-rannvro Breizh ; Marc Le Fur, kannad LR en Aodoù-an-Arvor ; Ronan Dantec, senedour el Liger-Atlantel ; Christian Troadec, maer Karaez ha kuzulier rannvroel ; Paul Molac, kannad er Morbihan ha difenner ul lezenn evit ar yezhoù rannvroel kinniget gantañ dirak ar Vodadenn vroadel c'hall ; Sébastien Miossec, maer Rieg ; Didier Le Gac, kannad LREM e Penn-ar-Bed ; Yannick Kerlogot, kannad LREM en Aodoù-an-Arvor ; Nadège Havet, senedourez LREM e Penn-ar-Bed ; Graziella Melchior, kannadez LREM e Penn-ar-Bed ; Annaïg Le Meur, kannadez LREM e Penn-ar-Bed.

Daou strollad politikel o deus kemeret perzh ivez : Strollad Breizh hag UDB.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ