Manifestadegoù ar blasenn Tiananmen e 1989
Manifestadegoù ar blasenn Tiananmen, anvet e Sina Gwallzarvoud ar 4 a viz Even (sinaeg : 六四事件 liùsì shìjiàn) pe C'hwec'h Pevar, a vez graet eus un heuliad manifestadegoù studierien e Beijing e-kreiz ar bloavezh 1989.
Rann eus | Brezel Yen |
---|---|
Anv | Tiananmen Square massacre of 1989 |
Anv ofisiel | 六四事件 |
Anvet diwar | Tiananmen Square |
Stad | Republik Pobl Sina |
E tiriad | Beijing |
Lec'h | Tiananmen Square |
Daveennoù douaroniel | 39°54′12″N 116°23′30″E |
Krouet gant | Deng Xiaoping, Yang Shangkun, Li Peng |
Deiziad | 1989 |
Deiziad kregiñ | 15 Ebr 1989 |
Deiziad echuiñ | 4 Mez 1989 |
Levezonet gant | Hu Yaobang |
Hashtag | TiananmenSquareMassacre |
Ul luskad broadel a oa bet o heuliañ manifesterien Beijing er mare-se. Graet e vez a-wechoù "Luskad Demokratel 89" (sinaeg: 八九民运 bājiǔ mínyùn) eus hollad ar manifestadegopù e Sina. Flastret e oa bet ar manifestadegoù goude ma oa bet disklêriet al Lezenn vilourel ha kaset Arme Dieubidigezh Pobl Sina da greiz kêr Beijing.
Hiziv e vez anvet an darvoud ivez Lazhadeg al leurgêr Tiananmen, an nerzhioù lu sinaat o devoa tennet gant mindrailherezioù hag implijet tankoù a-enep ar vanifesterien a oa o klask talañ ouzh donedigezh al lu war ar blasenn. Diaes eo gouzout pet den a gollas o buhez e gwirionez met istimañ a reer e oa bet lazhet etre un nebeud kantadoù ha 2 600 a studierien, gant meur a vil den gloazet.