Manitas de Plata ("Daouarnigoù Arc'hant"), Ricardo Baliardo eus e wir anv, ganet d'ar 7 a viz Eost 1921 e Seta (Okitania) ha marvet d'ar 6 a viz Du 2014 e Montpelhièr, e oa er bloavezhioù 1960 unan eus ar c'hitarourien flamenko vrudetañ er bed. Gwerzhet en deus 93 milion pladennoù e-pad e vuhez.

Manitas de Plata (1968).

Ganet e oa d'ar 7 a viz Eost 1921 e Seta e Lengadok, ur rannvro eus Okitania, en ur garavanenn e-touez un tiegezh bras jipsian (Romed eus al ledenez iberek). Neskar eo gant tud strollad ar Gipsy Kings. Kregiñ a reas da vezañ brudet o seniñ er birc'hirinded jipsian e Saintes-Maries-de-la-Mer e Kamarga ma voe enrollet war-eeun gant Deben Bhattacharya.

10 vloaz hepken goude marv Django Reinhardt eo ec'h asantas Manitas de Plata seniñ dirak an holl. Django Reinhardt a oa tremenet evit gwir evel roue ar c'hitarourien jipsian.

O selaou anezhañ en Arle e 1964 e tisklêrias Pablo Picasso: "Ar paotr-se a dalv muioc'h egedon!". Neuze e tresas war e c'hitar[1].

Koulskoude e teuas da vezañ brudet da vat goude un diskouezadeg skeudennoù e New York aozet gant e vignon Lucien Clergue. Eno e voe gounezet warnañ da enrolliñ e albom ofisiel kentañ, ar pezh a voe graet e chapel Arle. Un ardead amerikan a savas un abadenn seniñ er Carnegie Hall e New York e miz Kerzu 1965[1].

Manitas de Plata, paotr distudi, a zileur Europa evit gala ar bloaz ar Broadoù Unanet. E genvroad katalan Salvador Dali a c'houlennas un aotre ispisial da arvestiñ ouzh ar gala evit bezañ gouest da zougen testeni ur Jipsian, katalan eveltañ, en doe lakaet ar c'hatalaneg da vont e-barzh ar BU[1].

N'eus ket paouezet d'ober tro ar bed hag enrolliñ pladennoù abaoe 1967. Seniñ a reas gant Paco de Lucia pe an dañser Nina Corti[1]. Seniñ a reas er Royal Variety Performance e Londrez e 1968.

Albomoù

kemmañ

roll diglok

  • Flamenco Guitar (1965 Classics Record Library # SRL 8643)
  • Flamenco Guitar (Phillips BL7786)
  • Manitas de Plata et les siens (1967, Columbia Records #FL 363)
  • The Art of the Guitar (1968, Everest Records #SDBR 3201)
  • La guitare d'or de Manitas(1970, Columbia Records # S 63915)
  • Hommages(1973, Embassy Records # S EMB 31003)
  • Feria Gitane (1994)
  • Olé (1994)
  • Manitas de Plata at Carnegie Hall (1995)
  • Flaming Flamenco (1997)
  • Manitas de Plata (1998)
  • Camargue de Manitas (1999)
  • Guitare D'Or Manitas de Plata (1999)
  • Flores de mi corazon (1999, Troubadour Records)
  • Guitarra Flamenco (2001)
  • Manitas de Plata et los Plateros (2004)

Daveoù

kemmañ


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ