Mannheim zo ur gêr e stad Baden-Württemberg en Alamagn. Poblet eo gant 311 969 a dud (Kerzu 2009), hag hi eo an eil kêr vrasañ e Baden-Württemberg goude Stuttgart. Emañ Mannheim e kember ar stêrioù Neckar ha Roen. En tu all d'ar Roen emañ kêr Ludwigshafen, ur gêr vras all.

Ar Wasserturm ("tour dour"), arouez kêr Mannheim

Meneget eo ar gêr evit ar wech kentañ e 766 e-barzh ar Codex Laureshamensis, gant an anv "Mannenheim". Distrujet e voe kêr e 1622 e-pad ar Brezel Tregont Vloaz, hag adarre e 1689 e-pad Brezel an Nav Bloaz, gant ar soudarded c'hall. En XVIIIvet kantved e roas bod da sonaozourien glasel bodet er pezh a anver "Skol Mannheim". E Mannheim e voe ijinet e geflusker kentañ gant Carl Benz, e 1886[1]. Distrujet e voe ul lodenn vat eus kêr gant bombezadegoù an Eil Brezel Bed.

Tud brudet kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Bertha Benz Memorial Route