Manresa (distaget [mənˈrɛzə] e katalaneg) eo kêr-benn komark Bages, e-kreiz Katalonia, war lez ar stêr Cardener.

Manresa, bodet en-dro da iliz Santa Maria de la Seu

Ur gêr industriel eo Manresa, ober a reer gwiadoù ha gwer eno ha pouezus eo ar vetalouriezh ivez. Pouezus eo kenwerzh ar gwin ivez, produet e tolead Bages.

Ignas Loyola a dremenas un nebeud mizioù e Manresa e 1522. Abalamour d'an dra-se e teu bremañ katoliked da birc'hirinañ da Vanresa[1].

E-pad aloubadeg Spagn gant Napoleon e voe roet lamm d'ar soudarded c'hall gant tud Manresa (sometents e katalaneg), en El Bruc (Mezheven 1808), met diwezhatoc'h e voe freuzet ha devet kêr gant ar C'hallaoued. Adsavet e voe an tiez gant an annezidi, ur wech skarzhet soudarded Napoleon.

Ur gêr a bouez eo Manresa en istor ar vroadelouriezh katalan ivez, dre m'eo eno e voe skrivet Diazezoù ar vonreizh rannvroel katalan, ar skrid kentañ a c'houlenne an emrenerezh evit Katalonia, e miz Meurzh 1892.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.