Ar vantilhenn zo ur ouel skañv, a orin spagnol, douget gant ar merc'hed katolik en oferenn, ha dalc'het gant ur grib, anvet peineta. Hervez a weler e taolennoù Goya e oa diouzh ar c'hiz e dibenn an XVIIIvet kantved e-touez ar merc'hed a renk uhel. En XIXvet kantved e voe dalc'het d'ar c'hiz, hag ar rouanez Isabel II (1833-1868) a blije dezhi dougen ur vantilhenn ken e rae. Mont a reas ar c'hiz e-maez goude he marv.

Mantilhenn
Iskevrennad eusGwiskañ ar penn en ilizoù, gouel Kemmañ
Danvez implijetdantelez Kemmañ
Implijet gantmaouez Kemmañ
Worn bymaouez Kemmañ
Maouez gant he mantillenn, livet gant Goya
E Sevilla e-kerzh ar Sizhunvezh Santel

Ar c'hiz e vez ivez d'ar merc'hed katolik gwiskañ ur vantilhenn dirak ar pab en abadennoù-degemer ofisiel.

Elevez ha doujañs

kemmañ

Un arouez a elevez eo gwiskañ ar penn, evel pa vije dihunet c'hoantoù er baotred (peurvuiañ) o welout blev war benn ar merc'hed. Koulskoude e veze douget muioc'h evel ur gwisk kran ha tonius, ha diouzh an doare ma vezont douget peurvuiañ ne vez ket kuzhet ar blev alies gant ar mantilhennoù.

E 1917 e voe embannet gant an Iliz katolik e ranke ar merc'hed gwiskañ o fenn en oferenn[1].

Ral eo gwelout merc'hed gwisket gant mantilhennoù e Spagn, nemet en Andalouzia ken, ha c'hoazh e-pad ar Sizhunvezh Santel hag an abadennoù lazhañ tirvi nemetken. En ilizoù katolik, abaoe 1983, n'eo ket ret d'ar merc'hed goleiñ o fenn ken. Derc'hel d'ar c'hiz kozh avat a ra lod eus ar feizidi.

Notennoù

kemmañ
  1. Canon 1262 : Optandum ut, congruenter antiquae disciplinae, mulieres in ecclesia separatae sint a viris.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ