Marblev
Ar marblev, pe blev-foll, zo blev tanav-tanav ha disliv, a vez war gorf ar vugale, pe an dud yaouank dreist-holl, ha war hini ar merc'hed ivez a-wechoù.
Taolet e vez pled ouzh marblev an divjod, ouzh re ar vuzell grec'h, pe an divrec'h dreist-holl.
Treiñ a ra ar marblev da vlev gant ar baotred yaouank peurvuiañ, gant ar maouezed ivez pa'z eont war goshaat.