Marc'harid Bro-C'hall (rouanez Bro-Saoz)
- Ur pennad Marc'harid Bro-C'hall zo ivez.
Marc'harid Bro-C'hall (1279? - 1318) a oa ur briñsez c'hall, deuet da vout rouanez Bro-Saoz dre zimeziñ da Edouarzh Iañ.
Merc'h e oa da Fulup III, Roue Bro-C'hall, ha d'e eil pried Marie de Brabant.
En 1299 e timezas da Edouarzh Iañ (Bro-Saoz), intañvez Leanor Kastilha, hervez feur-emglev Montreuil-sur-Mer sinet entre he breur Fulup IV hag ar roue saoz.
Tri bugel o doe:
- Thomas de Brotherton (1300 – 1338), kont Norfolk;
- Edmond de Woodstock (1301 – 1330), kont Kent;
- Aliénor, ganet e Winchester d'ar 4 a viz Mae 1306, marvet en Amesbury e 1311.
Notennoù
kemmañ