Mardi Gras (strollad)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Mardi Gras a oa ur strollad krouet e New York e penn-kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent gant ar pevar soner rock stadunanat Bob Azzara[1] (kaner ha soner ograou elektronek Farfisa), Lou Burgio[2] (kaner ha tabouliner), Flip Cesario[3] (kaner ha soner gitar) ha Noel Koward (kaner ha soner vibrafon).
Un tamm brud a deuas d'ar strollad pa voe embannet e 1970 Girl I've Got News For You, ur ganaouenn bet krouet gant The Birdwatchers e 1966.
Ne badas ket gwall bell e vicher ha ne voe savet nemet un albom gantañ — The Mardi Gras an titl anezhañ — hag a deuas e-maez e 1971 (embannet gant MAP City) :
- Everyday I Have To Cry Some,
- Come Along,
- Letter Of Recommendation,
- I Just Can't Help Myself But Believing,
- Too Busy Thinking 'Bout My Baby,
- Hold Me,
- The Days,
- I Was Born Again,
- Girl I've Got News For You.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Bet ezel eus Joey and the Twisters ha Royal Teens kent.
- ↑ Bet ezel eus Joey and the Twisters kent.
- ↑ Bet ezel eus Royal Teens kent.