Mareadeg
Ur mareadeg a zo ul labour embann dezhañ embannadennoù war ur pazenn ingal pe war-dro. Ar c’hazetennoù pemdeziek (pe bemdeziegoù) eo ar mareadegoù stankañ hag anavezetañ, met e kaver ar c’helaouennoù hag ar magazinoù er rummad media-se. Plediñ a c’hellont gant meur a dodenn pe meur a deur, gouiziegel, teknik, kenwerzhel, hag e vezont savet evit al laz hollek koulz hag an dudi. Kreizennet e vez peurvuiañ kevrennoù an embannadennoù, anvet pennadoù pe rubrikennoù, war un dodenn hepken, hag e c’heller ouzhpennañ anv an oberour (ien), an deiziad hag un diverradur ivez, a-wezhioù. Peurliesañ e kaver ur gevrenn aozet gant an embanner, dezhañ ar pal degas traoù a-bouez evit al lennerien. E-touez ar c’hevrennoù stankañ e weler adwelioù levrioù, filmoù pe arvestoù, pe gronikennoù hiniennel diwar-benn temoù a blij dezho rannañ, ha kemenadennoù bruderezh. Un heuliadenn levrioù, da lavared eo levrioù embannet hervez ur reolenn amzer a c’hell bezañ gwelet evel ur mareadeg ivez. Geriadurioù ha holloueziadurioù a c’hell bezañ ur seurt mareadeg, ma vezont embannet a-dammoù.