Margaret Drummond (serc'h)
Margaret Drummond (c. 1475 – 1501) a oa serc'h d'ar roue James IV. Ur vojenn zo bet savet diwar-benn he marv.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da John Drummond, 1st Lord Drummond . Kar a bell e oa da Margaret Drummond a oa bet pried ar roue David II.
Serc'h ar roue James IV e oa e 1496, ha marteze eus 1495 da 1497. Adalek 1496 ez eus roud skrivet e veve e kastilli ar roue e Stirling ha Linlithgow. Met un toullad serc'hed all en devoa ar roue en amzer-se, ha berroc'h e voe an darempred-se eget ar re all gant Marion Boyd pe Janet Kennedy.
Ur verc'h o doe Margaret ha James IV, Margaret Stewart hec'h anv, ha div wech e timezas:
- da gentañ da John Gordon, Lord Gordon, (mab da Alexander Gordon, trede Kont Huntly ha da Margaret Douglas, merc'h da Archibald Douglas, pempet Kont Douglas). Daou vab o doe: George Gordon, pevarvet Kont Huntly hag Alexander Gordon (arc'heskob Glasc'ho).
- goude da John Drummond eus Innerpeffry.
He marv
kemmañGouzout a reer e varvas e 1501 eus debriñ boued kontammet, a-gevret gant he c'hoarezed Eupheme ha Sibylla, pa oant e ti o zud.