Marc'harid Iañ Danmark
(Adkaset eus Margareta Iañ Danmark)
Marc'harid Iañ Danmark pe Margrete Valdemarsdotter (e daneg), pe Margareta (e svedeg), ganet e 1353 ha marvet e 1412, lesanvet Semiramis an Hanternoz, a oa rouanez Danmark, Sveden, ha Norge. Rejantez Danmark e oa adal 1375 evit he mab Olaf Norge, ha rouanez Sveden adal 1387. Ganti e voe lakaet war sav Unvaniezh Kalmar en 1397.
He buhez
kemmañMarc'harid Danmark a oa merc'h da Valdemar Atterdag, roue Danmark, ha d'e bried Hedwig von Schleswig. Dimezet e oa da Håkon VI, roue Norge.