Margarethe Danzi (17681800) a oa ur sonaozourez alaman ha kanerez soprano.
Merc'h e oa da Magdalena Brochard Marchand, kanerez ha dañserez, ha da Theobald Hilary Marchand, rener c'hoariva Mannheim.

Studiañ a reas ar sonerezh hag ar sonaozerezh e München gant Franziska Lebrun, hag e Salzburg gant Leopold Mozart. Kregiñ a reas da ganañ war ul leurenn e 1787, da 12 vloaz, e c'hoariva lez Mannheim, er pezh gant Johann Jakob Engel.

E 1790 e timezas d'ar sonaozour Franz Danzi.

Mervel a reas e München diwar ur c'hleñved skevent.