Margodig an dour yen

Margodig an dour yen a zo ur gontadenn vrezhonek a veze kontet gant Jean-Louis Rolland hag enrollet gant Jef Fulup.

Marteze e vefe Margodig an dour eien an anv reizh, komprenet fall da c'houde.

Meur a elfenn speredel a gaver e-barzh, hag ar paotr a gav e wreg goude bezañ disoñjet anezhi a zo evel an den a gav adarre e ene goude bezañ disoñjet e orin speredel (pe kavout ar graal m'ho peus c'hoant).