Marguerite Gourdan
Marguerite Gourdan, pe Marguerite Stock, ganet e Béziers e 1727 ha marvet e 1783 en Pariz, a oa un houlierez c'hall, an hini vrudetañ en hec'h amzer.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ur marc'hadour, Sébastien Stock pe d'Estocq, ha d'e bried Jeanne Maslot, dimezet e Larzincourt d'an 30 a viz Ebrel 1725, hag an eil bugel e oa eus ur ribitailh 10 pe 12.
Da gentañ e labouras evel dimezell en ur stal-dilhad diouzh ar c'hiz. Dont a reas da Bariz gant un ofiser yaouank ha ne chomas ket pell ganti. D'an 13 a viz Du 1748 ec'h euredas e Larzincourt da François-Didier Gourdan, resevour. Hennezh a oa bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh, met daoust da se e teuas da vout kabiten ar feurmioù e Brest, ha goude Cavaillon ha Carpentras. E Pariz, gant asant he fried, en em werzhas d'un den a ouenn uhel, hag ur verc'h o doe, ma c'hallas Marguerite kaout arc'hant reoliek digantañ ken na varvas an tad e 1759. Neuze e tigoras ur fouzhlec'h. Dispartiañ diouzh he fried a reas en 1765.