Mari-Amis Pikard

(Adkaset eus Mari-Amis Picard)

Mari-Amis Pikard (Marie-Amice Picard e galleg), ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1599 e Gwiglann ha marvet d'ar 25 a viz Kerzu 1652 e Kastell-Paol, a zo ur gevrinourez eus Breizh.

Bez Marie-Amice Picard en iliz-veur Kastell-Paol.

Gouestlañ a reas hec'h holl vuhez da Zoue evit berzh mat misionoù Mikael an Noblez hag an Tad Maner. E-pad seitek vloaz ne reas nemet gouzañv. Brud a oa warni da zegemer goulioù evel reoù Jezuz ha kevrinourion gatolik all, evel re ar Padre Pio en XXvet kantved. Lavaret e vez e reseve goulioù merzherion zo da-geñver o gouel ivez. Ne gouske nemeur.

Diwar he fenn

kemmañ

Notenn

kemmañ