Maria Antonia di Borbone-Spagna
María Antonia Fernanda de Borbón (e spagnoleg), a oa ganet e Sevilla d'ar 17 a viz Du 1729 ha marvet e Moncalieri d'an 19 a viz Gwengolo 1785, a oa ur briñsez spagnol. En italianeg e voe anvet Maria Antonia Fernanda di Borbone
Merc'h yaouankañ ar roue spagnol Fulup V hag e eil pried Elisabetta Farnese e oa. Evel merc'h da roue Spagn e oa infantez, betek hec'h eured. Eurediñ a reas d'an 31 a viz Mae 1750 en Oulx, nepell diouzh Torino, en Italia, da Vittorio Amadeo III, a voe roue Sardigna war-lerc'h e dad Carlo Emanuele III, pried da Polyxene von Hessen-Rheinfels-Rotenburg.