Maria Antonia von Bayern

Maria Antonia von Bayern (Maria Antonia Walpurgis Symphorosa), 1724- 1780, a oa ur briñsez eus Bavaria, hag a oa sonaozourez, kanerez, klavisimerez, ha harperez an arzoù, brudet he c'hoariganoù Il trionfo della fedeltà (Dresden, hañvezh 1754) ha Talestri, regina delle amazoni (Nymphenburg, 6 C'hwevrer 1760). Rejantez Sachsen (1763 - 1768).

Maria Antonia von Bayern

Ganet e oa Maria Antonia e Palez Nymphenburg e München. ha hi ar pevarvet bugel eus ur ribitailh seizh. He mamm a oa Maria Amalia von Österreich (1701-1756) hag he zad, an Dilenner Karl Albert Bavaria a deuas da vout Karl VII an Impalaeriezh Santel.

Desket mat e voe war an arzoù, sonerezh, liverezh, barzhoniezh.

Pladenn kemmañ

  • Talestri, regina delle amazoni. CD, Berlin: Folkert Uhde, 1999 ha 2003.