Maria Beatrice di Savoia (1792-1840)

Ur pennad Maria Beatrice di Savoia zo ivez.

Maria Beatrice di Savoia (Maria Beatrice Vittoria Giuseppina; Torino, 6 Kerzu 1792 – Castello del Catajo, 1840) a oa ur briñsez italian.

Maria Beatrice Savoia

Merc'h henañ ar roue Vittorio Emanuele Iañ (1759 – 1824), hag an arc'hdugez Maria Teresa d'Asburgo-Este e oa. He zad a oa dug Savoia ha roue Sardigna (1802-1821).

D'an 20 a viz Mezheven 1812 e voe dimezet e Cagliari, e Sardigna, hag en desped dezhi, da Francesco hec'h eontr a-berzh mamm, hag a voe dug Modena evel Francesco IV (1779-1846).

E-pad pemp bloaz e nac'has seveniñ o eured. A-benn ar fin o devoe pevar bugel.