Maria Beatrice di Savoia (1943)

Ur pennad Maria Beatrice di Savoia zo ivez.

Maria Beatrice di Savoia (ganet e 1943), zo ur briñsez italian, trede merc'h ha pevare bugel Umberto II Italia, diwezhañ Roue Italia, ha d'e bried Marie-José de Belgique. Lesanvet e oa "Titti"

Maria Beatrice di Savoia

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e Roma e palez ar c'h-Quirinal. Da dri bloaz, goude bet he zad o ren e-pad miz e 1946, ez eas en harlu gant he zud da Bortugal.

Pa zispartias he zud ez eas da Genève gant he mamm. e dibenn ar bloavezhioù 1960 e prenjont ti en Cuernavaca, Mec'hiko.

Eured ha bugale

kemmañ

Goude hec'h eured e 1970 da Luís Reyna Corvalán e chomas e Mec'hiko. 3 bugel o doe:

  • Rafael Reyna de Savoia, ganet e 1970; emlazhet da 23 bloaz, en 1994, en Boston, Massachusetts, SUA;
  • Patrici Reyna de Savoia, ganet ha marvet e 1971 ;
  • Azaea Reyna de Savoia, ganet e 1973. Dimezet e 1996 e Valle de Bravo da Arturo Pando i Mundet.