Carolina Ferdinanda Luisa an Div Sikilia

Carolina Ferdinanda Luisa an Div Sikilia (Caserta, 5 a viz Du 1798 – Kastell Brunnsee, e-tal Mureck e Stiria, 16 a viz Ebrel 1870) a oa ur briñsez sikilian.

Poltredet gant Charles Bauch e 1827

Merc'h e oa d'ar roue Francesco Iañ an Div Sikilia, ha da Maria Klementine von Österreich (1777–1801), e bried kentañ, a oa hanterc'hoar a-berzh tad da rouanez Spagn, María Cristina de Borbón-Dos Sicilias.

Dre he eured gant Charles Ferdinand d'Artois, mab da Charlez X, roue Bro-C'hall, e teuas da vezañ priñsez c'hall, ha graet e voe "dugez Berry" anezhi. Klask a reas tapout ar galloud e Bro-C'hall, e 1832, evel rejantez en anv he mab Henri d'Artois, kont Chambord, a vije bet roue gant an anv Herri V.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Hillerin, Laure : La duchesse de Berry, l'oiseau rebelle des Bourbons, Flammarion, 2010 (ISBN 978-2-08-122880-1)