Maria Konopnicka (23 a viz Mae 1842 - 8 a viz Here 1910) a oa ur skrivagnerez, troerez ha kazetennerez polonek. Savet he deus barzhonegoù, danevelloù, romantoù, istorioù evit ar vugale, pennadoù skridvarnerezh ha troet he deus oberennoù eus al lennegezhioù gallek, saoznek, alamanek, italianek ha tchekek. Ur stourmerez evit gwirioù ar merc'hed eo bet ivez hag evit dizalc'hted Polonia.

Maria Konopnicka

E dibenn an XIXvet kantved
Ganedigezh 23 a viz Mae 1842
Suwalki
 Polonia rusat
Marv 8 a viz Here 1910
Lviv
 Aostria-Hungaria
Broadelezh  Polonat

Micher Skrivagnerez
Barzhez
Anvioù-pluenn Jan Sawa
Jan Waręż
Marko
Doare Realouriezh

Pennoberenn Rota ("Le", 1908)

Ganet e voe Maria Wasiłowska e Suwałki, e Rouantelezh Polonia, a oa stag ouzh Impalaeriezh Rusia d'an ampoent. Kregiñ a reas da sevel barzhonegoù e 1870 ha gounit brud tamm-ha-tamm, dreist-holl goude 1876, pa voe meulet he barzhoneg W górach ("Er menezioù") gant ar skrivagner Henryk Sienkiewicz. Dimeziñ a reas da Jarosław Konopnicki e 1862 ha c'hwec'h bugel he devoe. Ne blije ket d'he gwaz e tremenfe-hi hec'h amzer o skrivañ lennegezh hag a-benn ar fin e kuitaas anezhañ e 1878 ha mont da vevañ da Varsovia. Meur a veaj a reas dre Europa etre 1890 ha 1903.

Ouzhpenn ur skrivagnerez puilh he oberennoù e voe ivez ur stourmerez evit gwirioù Poloniz ha minorelezhioù all e Prusia hag evit dizalc'hted Polonia, kenkoulz hag evit gwirioù ar merc'hed. An hini anavezetañ eus he barzhonegoù, Rota ("Le", 1908), a oa ur galv a-enep alamanekadur ar vro. Lakaet e voe sonerezh warni gant Feliks Nowowiejski daou vloaz war-lerc'h ha dont a reas da vezañ un doare kan broadel evit Poloniz.

Mervel a reas e Lwów (Lviv bremañ, en Ukraina) e 1910. Eno e voe beziet.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.