Maria Teresa de Bragança, arc'hdugez Aostria
Ur pennad Maria Teresa de Portugal zo ivez.
Maria Teresa de Bragança (1855-1944), a oa ur briñsez portugalat deuet da vout arc'hdugez Aostria dre zimeziñ.
Merc'h e oa da Miguel Iañ Portugal, roue Portugal, ha c'hoar-gaer da impalaer Aostria, Franz Joseph Iañ.
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas da Karl Ludwig von Österreich, breur da Franz Joseph Iañ, un intañv hag en doa 22 vloaz warni. Hennezh a oa bet dimezet div wech:
- da Margarete von Sachsen (arc'hdugez) (+1858)
- da Maria Annunziata di Borbone-Due Sicilie (+1871)
ha pevar bugel en doa, met ne c'halle ket ur briñsez portugalat en harlu bezañ re figus.
Mervel a reas Karl Ludwig en 1896.
He bugale
kemmañDiv verc'h he doe gant he fried:
- Maria Annunziata von Österreich (1876–1961), aet da leanez;
- Elisabeth Amalie von Österreich (1878–1960)