Marie-Dominique Chenu
Marie-Dominique Chenu oa un teologour dominikan gall, tost ouzh luskad ar veleien micherourien. Unan eus renevezerien prederouriezh Tomaz Akwino eo bet. Unan eus alierien (periti) teologel Sened-meur Vatikan II eo bet ivez.
Ganet eo bet d'ar 7 a viz Genver 1895. Aet eo da Anaon d'an 11 a viz C'hwevrer 1990.
Ganet eo bet e Soisy-sur Seine. E dad oa e penn un embregerezh bihan. Levezonet eo bet gant e dud-kozh a oa skolaerien lik e Bièvres. War ali e vamm-gozh ez eas da skolaj katolik Grandchamp. Eno e studias betek e vachelouriezh.
Mont a reas da gloerdi bras Versailhez e 1912-1913. Dont a reas da vezañ ezel eus urzh an dominikaned e 1913 da 18 vloaz. Goude ur bloavezh evel neveziad e voe kaset da studiañ ar brederouriezh, an deologiezh, an istor hag an devarnerezh en Angelicum e Roma. Dedennet eo bet ivez gant ar pezh a veze kelennet e Skol-veur gregorian ar Jezuisted ha gant kentelioù ar c'hardinal Billot.
Dipitet eo bet gant diouiziegezh e gelennerien war dachenn an istor. Mont a reas war du an de varnerezh istorel hervez hentennoù Marie-Dominique Lagrange. Heuliañ a reas kentelioù Réginald Marie Garrigou-Lagrange ivez. Beleget e voe e 1919. Kinnig a reas e dezenn Analyse psychologique et théologique de la contemplation ar bloaz goude. Ne chomas ket e Roma.
Krouiñ a reas kol-uhel ar studioù war ar Grennamzer e Montréal e 1930.
Gant Yves Cogar e veo e-touez an deologourien a skoazellas luskad ar veleien micherourien. Bet eo bet kastizet gant ar Vatikan evit-se e kreiz ar bloavezhioù 1950. Laket e voe e levrioù div wech war roll al levrioù berzet (index). E deroù ar bloavezhioù 1980 e anavezas pouez teologiezh an dieubidigezh hag oberenn Gustavo Gutiérrez peugetket.
Oberennoù
kemmañ- La théologie au douzième siècle, Vrin, 1957
- La théologie comme science au XIIIe siècle, 1927
- Une école de théologie : Le Saulchoir, 1937
- Pour une théologie du travail, Seuil, war-dro 1950
- Saint Thomas d'Aquin et la théologie, Seuil, 1957
- Introduction à l'étude de saint Thomas d'Aquin, Vrin, Paris, ademannet e 1993
Levrioù all a zo bet embannet e ti Le Cerf