Marie von Brandenburg-Kulmbach
Marie von Brandenburg-Kulmbach (1519 - 1567) a oa ur briñsez eus Brandenburg-Kulmbach deuet da vout Priñsez-Dilennerez Pfalz.
Merc'h e oa d'ar Margrav Casimir von Brandenburg-Kulmbach (1481–1527) ha d'e bried Susanna Bavaria (1502–1543), merc'h d'an Dug Albert IV Bavaria. Goude marv he zad e voe savet Marie gant hec'h eontr Georg Friedrich er feiz luterian .