Marie von Hessen-Darmstadt
Marie Hessen-Darmstadt , en alamaneg Marie von Hessen-Darmstadt (1824-1880), pe Mariya Aleksandrovna ( en ruseg : Мари́я Алекса́ндровна), zo ur briñsez alaman hag a voe impalaerez Rusia.
Merc'h yaouankañ an dug-meur Ludwig II von Hessen-Darmstadt ha Wilhelmine Luise von Baden e oa. Ur voereb dezhi, Luise Augusta von Baden (+1826) a oa pried an tsar Aleksandr Iañ.
He zad
kemmañDiskred zo diwar-benn anv he zad gwirion. Hervez tud zo e vije bet un darempred etre he mamm, an dugez-veur Wilhelmine Luise von Baden, hag ar baron Grancy.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE 1841 e timezas d'an tsarevitch Alesant Nikolaevitch Rusia, a vo anvet da dsar, hag a reno evel Alesant II Rusia. Eizh bugel he doe:
- Aleksandra (1842–1849)
- Nikolai (1843–1865) a varvas a-raok dimeziñ da Dagmar av Danmark
- Aleksandr (1845–1894) a reno war-lerc'h e dad,
- dimezet en 1866 da Dagmar av Danemark (1847-1928) e-lec'h e vreur, hag int-i a vo tud d'an tsar Nikolai II Rusia,
- Vladimir (1847–1909)
- dimezet en 1874 da Marie von Mecklemburg-Schwerin (1854-1920)
- Alexis (1850–1908)
- Marie (1853–1920)
- dimezet en 1874 da Alfred d'Angleterre (1844-1900), dug Sachsen-Coburg-Gotha, en 1892.
- Serge (1857– muntret en 1905)
- dimezet en 1881 da Elisabeth von Hessen-Darmstadt (1864- lazhet en 1918)
- Paul (1860– lakaet d'ar marv en 1919)
- dimezet en 1889 da Alexandra Gres (1870-1891)
- dimezet en- morganatek en 1902 da Olga Karnovic Paley
Levrlennadur
kemmañ- Alexandre II de Russie, gant Henri Troyat