Digeriñ al lañser pennañ
Marielle Franco
Marielle Franco e miz Eost 2016

Marielle Franco, ganet Marielle Francisco da Silva d'ar 27 a viz Gouhere 1979 ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 2018, a oa ur bolitikourez, ur venelourez ha stourmerez evit Gwirioù Mab-Den eus Brazil. Goude bezañ bet diplomet e skol-veur kevredadel Fluminense war ar velestradurezh foran, e oa bet kuzulierez e kuzul-kêr Rio de Janeiro, evel ezel eus ar Partido Socialismo e Liberdade (PSOL) eus Genver 2017 betek he marv.

D'ar 14 a viz Meurzh 2018, pa oa en ur c'harr-tan o tont en-dro eus ur brezegenn, Franco hag he blenier a voe tennet warno meur a wech betek ma voent lazhet. Franco a oa bet brudet evit abegiñ feulster an archerien hag al lazhadegoù e-maez justis. Abeget he devoa kreñv ivez Michel Temer, prezidant ar vro, hag ar fed ma oa bet roet gantañ aotreoù ispisial d'an nerzhioù surentez e Stad Rio de Janeiro. Dre an aotreoù-se e oa bet roet an tu da gas al lu braziliat dre ar straedoù.