Martha Grünenwaldt

Martha Grünenwaldt (1910 e Hamme-Mille e Brabant Wallonia; marvet e 2008) a zo un arzourez velgiat. Hec'h oberennoù a vez renket en arz garv.

Soner-red e oa he zad, ha gantañ e teskas seniñ violoñs. Mont a rae he zad da senién da-geñver gouelioù er c'hêriadennoù tro-war-dro, hag hi a yae d'e heul. Neuze ne zeas ket alies d'ar skol kentañ derez.

D'an oad a 23 bloaz e timezas gant ur soner. Er memes mare e labouras en ul labouradeg, betek ma vefe ganet he merc'h, Josine hec'h anv. Dispartiañ a reas diouzh he gwaz e 1937 hag azalek ar mare-se e teuas da vezañ kantreerez : asamble sgant he merc'h ez ae da seniñ violoñs dirak an tavarnioù. E dibenn 1940 e voe adtapet he merc'h gant he gwaz. Dont a reas-hi da vezañ matezh en ur c'hastell, hag e no e voe difennet outi seniñ violoñs. E 1968 e voe degemeret e ti he merc'h, e Mouscron.

E 1981 e stagas gant an tresañ. 71 vloaz e oa. Tresañ a rae war tu-gin skritelloù pe paper-moger dastumet ganti. Implijout a rae gouach, boulbluennoù ha kreionoù-liv. Maouezed a denn da vleunioù, da laboused pe da loened a vez treset ganti.

Liammoù diavaez

kemmañ