Martha M. Place
Martha M. Place (Readington Township, New Jersey, 18 a viz Gwengolo 1849 – Prizon Sing Sing, Ossining, New York, 20 a viz Meurzh 1899) a oa ur vuntrerez stadunanat hag ar c'hentañ hini o vezañ lakaet d'ar marv dre gador-dredan. Lazhet e voe abalamour da vuntr he merc'h-kaer Ida Place.
Kenarroud
kemmañGanet e voe Martha "Mattie" Garretson d'an 18 a viz Gwengolo 1849 e Readington Township, New Jersey, merc'h da Ellen (ganet Wyckoff) hag Isaac V. N. Garretson. Skoet e voe en he fenn gant ur stlejell pa oa-hi 23 bloaz. Hervez he breur e oa chomet distabil he spered abaoe ar gwallzarvoud.
Martha a voe dimezet d'an intañv William Place e 1893. Place en devoa ur verc'h anvet Ida eus un dimeziñ kent. William a oa dimezet gant Martha evit kavout sikour da zesevel Ida. Kaozioù zo savet evit embann e oa jalous Martha eus Ida. William en doa pellgomzet d'an archerien ur wech d'an nebeutañ goude ma vefe bet embannet gant Martha e lazhfe Ida.
Lazhadenn
kemmañGouarnour Stad New York, Theodore Roosevelt, a nac'has ar goulennoù ma vefe kemmet ar boan a varv evel kastiz evit Martha Place.