Martin Behaim

moraer ha kartennour alaman

Martin Behaim (6 a viz Here 145929 a viz Gouere 1507), anavezet ivez evel Martin von Behaim, Martinus Bohemus, Martinus de Boëmia, Martinho da Boémia, Martin Behaim von Schwarzbach, a oa ur moraer alaman, arzour, steredoniour, douaroniour hag ergerzher e servij roue Portugal, João II. Kontañ a reer e oa bet pouezus e gartennoù da vare Oadvezh an Ergerzhadennoù. Brudet e voe dreist-holl abalamour d'e "Erdapfel", ar skeudenn gentañ eus ar voul douar a voe graet en istor ar bed, graet gantañ war-dro 1490-1492 evit Kêr Nürnberg.

Martin Behaim. Engravadur tennet eus an Narrative and critical history of America, Volume 2 gant Justin Winsor.

Liammoù diavaez

kemmañ