Mary Hamilton (treuzwiskerez)

Ur pennad Mary Hamilton zo ivez.

Mary Hamilton (fl. 1746) a oa ur Saozez hag a voe kaset dirak lez-varn he bro en XVIIIvet kantved, dre ma veze gwisket en paotr ha dimezet dre c'haou d'ur vaouez.

A-hervez ne vije bet dimezet Mary Hamilton nemet d'ur vaouez, met hervez kazetennoù an amzer e vije bet 14 eured en holl. Un danevell e 1746 en Newgate calendar a ro munudoù. Ar romantour saoz Henry Fielding a embannas un danevell faltazius diwar-benn an afer, anvet The Female Husband.