Mary Robinson (Maid of Buttermere)

Mary Robinson (1778 – 7 a viz C'hwevrer 1837), anavezet ivez evel "The Maid of Buttermere" a zo meneget hec'h anv er varzhoneg "The Prelude" gant ar barzh saoz William Wordsworth. Diwar he fenn eo bet skrivet ar romant The Maid of Buttermere gant Melvyn Bragg e 1987, ha diwar ar romant ez eus savet ur pezh-c'hoari gant Lisa Evans, bet c'hoariet evit ar wech kentañ e Keswick's Theatre by the Lake, e 2009.

He buhez

kemmañ

Mesaerez e oa ha merc'h e da berc'henn an davarn Fish Inn e Buttermere, el Lake District e Bro-Saoz. Dimezet e voe e 1802 da John Hatfield (war-dro 1758–1803), a lavare bezañ "Colonel Hope", hag a oa dimezet dija. Brudet e voe eured ar goantenn d'an den a lavare bezañ breur d'ur c'hont, hag Samuel Taylor Coleridge a skrivas er London Morning Post diwar-benn ar "romantic marriage". Hatfield a voe diskuliet evel gaouiat, div wreg dezhañ, falser. Tapet e voe, tec'hel a eure, tapet e voe adarre e Kembre, barnet e Carlisle, ha krouget e 1803.

Istor Mary a skoas ar speredoù, dastumet e voe arc'hant eviti, ha dimeziñ a reas d'ur c'houer, Richard Harrison, e 1807, ha pevar bugel o doe.

Meneget e voe he marv en Annual Register, ha beziet e voe e bered iliz Sant Kentigern e Caldbeck.