Mary Wolverston
Mary Wolverston, anavezet ivez evel Lady Mary Killigrew pe Old Lady Killigrew (ganet a-raok 1525 - goude 1582), a oa Kerneveuradez a wad uhel tamallet dezhi bezañ morbreizherez en amzer ar rouanez saoz Elesbed Iañ (1558-1603). kemmesk zo bet a-wechoù etre an itron-mañ hag he mamm-gaer, Elizabeth Trewennard, pe Trewinnard, hag ivez gant he lezverc'h-vihan, Jane Fermor.
Pried e oa da John Killigrew, eus Arwenack, e Kerne-Veur.
Berniañ a raent madoù laeret en o zi, Arwenack House. En 1582, e voe dastumet ha kondaonet d'ar marv goude m'he devoa kaset mevelien da gemer karg ul lestr eoriet e porzh Falmouth.
A-benn ar fin e voe pardonet gant ar rouanez ha laosket da vont.