Marv Kochei an Divarvel pe Marya Morevna, zo ur gontadenn rus, dastumet gant Aleksandr Afanasyev en e Narodnye russkie skazki.

Ar gontadenn kemmañ

Ivan-tsarevitch a zo marvet e dud, ha teir c'hoar en deus. O dimeziñ a ra da dri evn (ur falc'hun, un erer, ur vran) hag a zo brezelourien ampart. Mont a ra bloaz goude d'o gwelout ha kavout a ra war e hent ar rouanez Marya Morevna. Dimeziñ a ra dezhi. Un deiz ez a-hi kuit, ha mont a ra Ivan da furchal en ur gambr hag a zo bet berzet outañ. Eno emañ Kochei, chadennet abaoe dek vloaz.