Matanzas, pe San Carlos y San Severino de Matanzas, zo ur porzh eus arvor hanternoz enez Kuba, ha kêr-benn proviñs Matanzas. War lez ur bae ec'hon emañ, 102 km er reter da La Habana, ha 40 km er c'hornôg da Varadero, kêr an douristed tommheolierien. 143 706 a dud a oa enni en 2004. Ar pevare porzh er bed eo evit an ezporzhiañ sukr-korz.

Kêr ha bae Matanzas.

Stêrioù

kemmañ

«Kêr ar pontoù» eo Matanzas, ha seitek zo anezho dreist an teir stêr a dreuz kêr d'en em deurel er bae, ar stêrioù Yumuri, San Juan, ha Canimar. « Venezia» Cuba a vez laret anezhi ivez.

Savet e voe e miz here 1693 entre aberioù ar stêrioù Yumurí, San Juan ha Canímar.