Maud Kembre (Maud of Wales e saozneg), pe Maud Charlotte Mary Victoria (1869-1938), a oa ur briñsez saoz, dimezet da Håkon VII, roue Norge

Maud Kembre, rouanez Norge

Dre ma oa rouanez Norge moarvat he deus roet brud d'an anv e Norge hag e Lec'hlenn zoken.


Merc'h yaouankañ Edward VII, roue Breizh-Veur, hag Alexandra Danmark e oa, ha merc'h-vihan e oa eta d'ar Rouanez Victoria ha da Christian IX, roue Danmark. C'hoar yaouankañ George V e oa.

Kentaén rouanez Norge e oa abaoe 1380, pe gentoc'h an hini gentaén ha ne oa ket rouanez Danmark ha Sveden war un dro.